Kastell Malbork

Kastell Malbork war ribl ar stêr Nogat

Kastell Malbork (pe Kastell Marienburg en alamaneg) zo ur c'hastell e Malbork e Polonia. Savet e voe e 1274 war ribl ar stêr Nogat gant Urzh ar Varc'heien Alaman. Unan eus kreñvlec'hioù ar Varc'heien-se e voe ar c'hastell hag unan eus ar re vrasañ en Europa.

En ur stad vat emañ ar c'hastell bepred. Lakaet e oa bet e 1997 war roll savadurioù Glad ar Bed gant an UNESCO.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search